Bill English

Bill English e miz Gwengolo 2016

Simon William English, pe Bill English, ganet d'an 30 a viz Kerzu 1961, zo ur politiker eus Zeland-Nevez. E penn ar strollad Rōpū Nāhinara (Strollad Broadel Zeland-Nevez) emañ abaoe 2005. Kentañ ministr ar vro eo bet etre Kerzu 2016 ha Gwengolo 2017. Bez e voe bes kentañ ministr (Deputy Prime Minister of New Zealand) etre 2008 ha 2016.

Peizant, kargad Stad, kroget e oa gant ar politikerezh e 1980 en ur emzeliñ er Strollad Broadel pa oa e Skol-veur Victoria (Te Whare Wānanga o Te Ūpoko o Te Ika a Māui). English a oa bet dilennet er parlamant e 1990 evel kannad ar Strollad Broadel e Wallace.


Developed by StudentB